diskouezadegoù - expositions
Meurzh -> Gwener / Mardi -> Vendredi : 10:00-12:00 & 14:00-18:00
Sadorn / Samedi : 10:00-13:00
Serret eo bep lun - Fermé le lundi
An arzour Micheau-Vernez ha gouelioù Breizh
L'artiste Micheau-Vernez et les fêtes bretonnes
04/05/2022 - 24/06/2022
Robert Micheau-Vernez a oa bet ganet e 1907 e Brest ha marvet e oa e 1989 er Groazig.
Loreet e voe gant Skol Arzoù-kaer Brest ha hini Naoned da c'houde, degemeret e Skol Vroadel Uhel Arzoù-Kaer Pariz adalek miz Gwengolo 1928 betek miz Mezheven 1930, ha labouret en doa dindan renerezh ar mestr Lucien Simon, hag ivez en Atalieroù Arz Sakr gant Maurice Denis.Goude bezañ tapet e ziplom a gelenner tresañ, dre ezhomm evel e-leizh a arzourien yaouank e oa bet anvet e Liseoù Bastia, La Roche-sur-Yon, Brest, Lannuon, Grasse, Pont-'n-Abad ha Kemper.
E-keit-se ne baouezo ket Micheau-Vemez da livañ morse, e-ser sevel gant kement a zonezon skeudennoù, tresadennoù, taolennoù pastel. gwerennoù-livet, ikonennoù, skritelloù. kinkladurioù hag evel-just, traezoù feilhañs a voe arouezioù ar feilhañserezh Henriot e Kemper e-pad bloavezhioù.
An diskouezadeg-se zo un doare da lakaat war wel, dre luc'hskeudennoù, an teknikoù-se, disheñvel atav an eil re diouzh ar re all dre o ferzhioù arzel hag o livioù kreñv.
_____________
Né à Brest en 1907, l’artiste Robert Micheau Vernez décède au Croisic en 1989.
Lauréat de l’École des beaux-arts de Brest, puis de celle de Nantes, il accède à celle de Paris sous la direction de Lucien Simon, ainsi qu’aux ateliers d’Art Sacré avec Maurice Denis.
Professeur de dessin par nécessité, il n’arrêtera jamais de peindre tout en réalisant des illustrations, dessins, vitraux, affiches, et bien sûr des sculptures pour les Faïenceries Henriot de Quimper.
Cette exposition est une approche photographique sur le thème des fêtes bretonnes, source de création d’une grande modernité à la recherche de la beauté intemporelle.
_____________
Gouzout hiroc'h war an arzour - En savoir plus sur l’artiste : http://www.micheau-vernez.fr/
Sal an diskouezadegoù Yezhoù ha Sevenadur
Salle des expositions du Centre culturel breton
12 bali / avenue de l'Angevinière
44800 St-Ervlan / St-Herblain