![]() | ![]() | ![]() |
---|
D’ar Sadorn 18 a viz Meurzh 2023 e vo aozet ur werzh levrioù e brezhoneg e Sant-Ervlan, evit ma c’hello an holl kaout peadra da lenn ha da gaout pljadur !
Evit an darvoud-mañ e vo tu deoc’h dizoloiñ (adarre) levrioù eus tiez-embann a bep seurt : Keit Vimp Bev, Kuzul ar Brezhoneg, Bannoù-heol, Goater, Timilenn, Sav-Heol, Klask.com hag all… Kenaozet eo an darvoud gant mediaoueg KDSK ha gant kreizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur.
Digoust e vo ar mont-tre.
Ar werzh a vo dalc’het d’ar Sadorn 18 a viz Meurzh 2023 adalek 10 eur betek 5 eur abardaez, e kreizenn sevenadurel « Yezhoù ha Sevenadur » (12, bali Angevinière 44800 Sant-Ervlan — Tram 3, arsav « Erv Breizh » / Bus 50 & 54, arsav « Angevinière »).
______________
Le samedi 18 mars 2023 se tiendra une vente de livres en langue bretonne à Saint-Herblain, pour que tout le monde ait de quoi lire et prendre du plaisir !
Pour cette occasion vous pourrez (re)découvrir des livres de plusieurs maisons d’édition en langue bretonne : Keit Vimp Bev, Kuzul ar Brezhoneg, Bannoù-heol, Goater, Timilenn, Sav-Heol, Klask.com, etc… L’évènement est co-organisé par la médiathèque du KDSK et le Centre Culturel Breton Yezhoù ha Sevenadur.
L’entrée sera gratuite.
La vente aura lieu le samedi 18 mars 2023 de 10h00 à 17h00 au Centre Culturel Breton Yezhoù ha Sevenadur situé au 12, avenue de l’Angevinière 44800 Saint-Herblain (Tram 3, arrêt « Sillon de Bretagne » / Bus 50 & 54, arrêt « Angevinière »).
er mare-mañ - en ce moment
Divroadegoù breizhat hag identelezh : divroadegoù hag enbroerezhioù breizhat, Breizh douar bod, diazezañ bretoned e broioù all… Testenioù, istorioù familh, prederiadennoù, roadennoù sokiologiezh hag istorel,… e-touez testennoù skrivagnerien (barzhonegoù, kanaouennoù, danevelloù, romantoù, …) hag e-touez labourioù enklaskerien, istorourien ha kazetennerien.
______________
Migrations bretonnes et identité : émigration et immigration bretonnes, Bretagne terre d’asile, implantations de bretons à l'étranger, … Des témoignages, des histoires de familles, des réflexions, des données sociologiques et historiques… à travers des textes d'écrivains (poèmes, chansons, nouvelles, romans, …) et des travaux de chercheurs, d'historiens et de journalistes.
kinniget e-barzh ar vediaoueg KDSK / présentée dans la médiathèque KDSK

Amprestoù teulioù
Evit ar re o deus amprestoù dale : kasit anezho ar buanañ posubl war an eurioù digeriñ. Trugarez !
_________
Emprunts de documents
Pour ceux ceux qui ont des emprunts en retard, merci de nous les rapporter au plus vite aux heures d'ouvertures.
Diwallit - Attention
Serret e vo KDSK
ar Sadornioù 1añ ha 15 a viz Ebrel 2023
________
Le KDSK sera fermé
les samedis 1er et 15 avril 2023
An arzour Micheau-Vernez ha gouelioù Breizh
L'artiste Micheau-Vernez et les fêtes bretonnes
[diskouezadeg - exposition]
Sell(où)" ha "30 vloaz, 30 benveg = Regard(s)" et "30 ans, 30 appareils"
[diskouezadeg - exposition]
kenemglev gt - en partenariat avec Gwarez Filmoù / Cinémathèque de Bretagne
eurioù KDSK a-hed ar bloaz
horaires du KDSK toute l'année
Meurzh, Merc'her, Gwener / mardi, mercredi, vendredi : 10:00-12:00 ; 14:00-18:00
Yaou / jeudi : 14:00-18:00
Sadorn / Samedi : 10:00-13:00
Serret eo bep lun - Fermé le lundi